A-hed ar C’hantved gant tud Breizh Izel

Gant Naig an hini eo e oa bet loc’het ar projed A-HED AR C’HANTVED

Un tammig eus ur pennad-kaoz hir graet ganti e Kastell er bloavezh 1996. Fortuniañ pe dimeziñ ?

4 eurvezh hanter a gomzoù gant Naig Rozmor (1923-2015) : he buhez, he bugaleaj, ar familhoù gwechall, relijion, deskadurezh, ar brezelioù hag ar cheñchamantoù degaset ganto, seksualegezh, JAC ha labour-douar, lidoù ar marv hag ar ganedigezh, dizoloiñ he yezh, skrivañ ha treiñ, dazont ar brezhoneg… Ur mor a demoù dedennus en ur brezhoneg plaen, fraezh, resis ha pinvidik.

Da gavout war al lec’hienn-mañ dizale… hag un 150 den all bennak da heul.

Lennegezh aodio a vouezh uhel

Jakez Riou (1899-1937)

Ne lenn ket a-walc’h ar Vretoned, emezit-c’hwi ?

Ma, lakaomp anezho da glevet o lennegezh neuze,
dre ar raktres A vouezh uhel  :  danevelloù, romantoù, barzhoniezh, kontadenn…

Testennoù brav, mouezhioù kaer da gontañ anezho, un tamm kinklañ : peadra da reiñ ton d’hor skrivagnerien, d’ar re « gozh » evel Roparz Hemon, Jakez Riou, Anatol ar Braz pe d’ar re « yaouank » pe nebeutoc’h anavezet, danevellerien evel Annie Coz, Herve Bihan, Maï Ewen, barzhed evel Per Pondaven, Paol Keineg, Bernez Tangi… hep disoñjal ar gonterien.