Ar c’hereour / Barzhoneg gant Ivonig Picard

A r  h e r e o u r

Em bourh ez eus eur hereour

A grog abred gand e labour

E-barz solier e di bihan

‘Leh ‘vez peurvuia e-unan.

E zervez ‘dremen war e skaoñ,

Ral e chom da baouez en traoñ ;

Pa rank lezel e vinaoued

Eo ‘vid dond da zebri e voued.

E lunedou, war veg e fri,

Ha divorzet e izili,

M’en-deus neuze eur chikadenn,

E kerz an neud en enebenn.

Euz peb ezomm ‘oar an ampoent,

N’eus troad na anavez e vent ;

Ken brudet eo ‘vid e ijin

Ma ‘z e lesanvet sant Krepin !…

E vrasa joa war an douar

Eo, echuet diou votez par,

O lakaad war dreuzou e di

E gwel an oll da luhedi.

Kemer a ra, n’eo ket iskiz,

Eur werennad gand e ostiz,

Ha ma teu ar gwin d’e domma,

E kav kalz, neuze, da gonta.

Soñj en-deus euz e vignoned,

Ha, ma ‘z int d’ar vered kaset,

‘Welit e lagad o wilhad

Hag e galon o tenerraad.

Mar deu da glemm euz e vicher

‘Balamour ma kera al ler,

E chal dreist-oll d’ar hiz nevez

A dro penn meur a ostizez.

C’hoantoud ‘ra de beza gwisket

Evel ma ouzoh, va faotred !…

Bale bremañ war vranellou

Heñvel ouz kerheized poullou.

N’eont da stal ar hereour,

Ne houlennont gantañ sikour,

Nemed da aoza talonou,

Pe nebeutoh c’hoaz a-wechou.

Trist eo d’an hini ‘n-deus lakeet,

‘Pad hir-vloaveziou hed-ha-bed,

E damm poan da wellaad e stad,

Gweled e labour ’tisterraad.

‘Vid e eurvad, va den poelleg

A lez an deiziou da redeg :

En em ober diouz ar vuhez,

Setu, m’hen tou, ar wir furnez !

Le cordonnier

Dans mon village, le cordonnier

Commence bien tôt sa journée

Souvent seul dans son grenier

Ainsi vit le savetier.

Toute la journée sur son banc

C’est bien rare quand il descend

Son alène ne laissera

que pour manger son repas.

Ses lunettes sur le nez

Une fois qu’il est rassasié,

Une chique, et aussitôt

Son fil reprend, au galop.

Chaque geste est bien précis

Pour les pieds, grands et petits.

Pour lui on vient de très loin

On le surnomme Saint Crépin.

Sa plus grande joie sur terre

Est de finir une belle paire

Qu’il mettra devant chez lui,

Au vu de tous, et qui luit.

II boit bien de temps en temps

Un verre avec ses clients.

Et s’il vient à s’enivrer,

Il va des choses raconter.

Quand il songe à ses amis

Que la mort un jour a pris,

Son doux regard s’assombrit

Et son bon cœur s’attendrit.

S’il se plaint de son métier

C’est du cuir, de sa cherté,

Des clientes affolées

Par la mode, la nouveauté.

Car elles veulent être accoutrées

Vous les gars, vous le savez !

Marcher comme sur des échasses

Comme des hérons, sur la place.

Elles vont chez le cordonnier

Et demandent de réparer

Seuls les talons, trois fois rien

Parfois encore bien moins.

Et c’est triste pour celui

Qui a mis sa peine, sa vie,

Pour améliorer son sort

De voir son métier quasi mort.

Mais grâce à Dieu, avec l’âge

Il est devenu un sage :

Prendre comme elle vient la vie

C’est la sagesse, je vous dis!