A-HED AR C’HANTVED WAR WEL EVIT AN HOLL !

 K. Braz gant JM Skragn en Uhelgoad e 2000

K. Braz gant JM Skragn en Uhelgoad e 2000

foto PY Marzin

Selaou an dud a oar mat o yezh
o kontañ o istor ha filmañ anezho,
tremen kement-se d’an deskerien, d’ar gelennerien…
ha da forzh piv.

Setu aze pal ar projed « A-hed ar C’hantved », loc’het ganeomp e 1998.

Alese ez eus bet enrollet ouzhpenn 250 eurvezh a bennadoù-kaoz, savet filmoù berr ha danvez pedagogel.

Bremañ e fell deomp reiñ da dañva frouezh an eostad-se dre al lec’hienn-mañ.

Peseurt tele vit ar Vretoned ? Manif war doenn Breizh, e traoñ peul Roc’h Tredudon.

Sylvain Loguillard o kontañ deus ar vuhez e Evias, Bro-Ouelo.

Anne Auffret o tibunañ Lellig, ur barzhoneg skrivet gant Anjela Duval.

Gant Marcelle ha Louise dre lec’hioù o bugaleaj, e Kervrug, parrez ar Fouilhez.

Troiad ar bara e Bolazeg gant Nicole, eus ar C’hloastr-Plourin.

Beilhadeg e Ploueskad… Un tañva.

E koun un den dreist aet da Anaon nevez zo : Jañ-Mari Skragn

E Penmarc’h gant Maria Paul : yaouankiz, skol, Bro Vigouden, friturioù, beajoù e Breizh-Izel…

DIWALLIT

N’eo ket A-hed ar C’hantved ur gest war-lerc’h yezh glan Mohikaned diwezhañ Arvorig, pe troioù-lavar sasun, nag un enklask war micherioù kozh ar vro, nag ur studiadenn yezhoniezh pe rannyezhoniezh. Un tañva, un testeni eus parlant brezhonegerien fin an XXvet ha deroù ar XXIvet kantved koulz hag ur sell war o buhez, o amzer hag o bro ne lavaran ket.