A vouezh uhel

Ur barr-avel, un istor skrijus tennet eus an dastumad « Geotenn ar Werc’hez » gant Jakez Riou : penaos e oa bet darbet da Yan ar C’herneis en em dennañ eus e stad a gouer paour.

Montroulez, lennet gant Aziliz Bourges. Un danevell tennet eus « Rebetiko hag istorioù all » gant Kristian Braz

An alouber, un danevell gant Roparz Hemon, tennet eus an heuliad « War ribl an hent ». Ur Breton war hent ar gêr e-kreiz freuz ha reuz deroù ar brezel, e miz Mae 1940. Lennet ha frammet gant K Braz

Penedour kala-goañv, skrivet ha kontet gant Kristian Braz ; un danevell tennet eus e levr « rebetiko hag istorioù all » : en ur vengleuz kozh, nepell eus abati ar Releg, pa gej bed ar re vev hag hini an Anaon e-kreiz nozvezh kala-goañv.

Bizoù ar C’habiten, un istor dastumet gant Anatol ar Braz, tennet eus an dastumad « Mojennoù ar Marv » embannet gant An Alarc’h. Un istor lennet gant Sten Charbonneau ha gwisket gant Kristian Braz.

Mona an Inizi, un danevell skrivet ha displeget gant Annie Coz. Tennet eus an dastumad « Bili er Mor » embannet gant Skol Vreizh.